Loc'hadur amdonnek ar c'higennoù levn bezant e speur an organoù kleuz, e roll erluskañ an endalc'had anezho ; gant ar ganol vezhur, e teraou ar wagenn amdonnek en treizher kerkent ha lonket ar boued hag e tehent hemañ betek ar stomok ; eno, ouzhpenn erluskañ ar c'hir boued, en en bres gant sug an organ ; en tu all d'an daou arc'hwel-se, pa zegouezh ar c'hir er pervez ez eus da lakaat war gont an amdonnegezh un trede gwered, a zo aesaat ar sugañ, hag ur pevare, oulgarzhañ.