1 Padvezh arstalek etre erzerc'hadennoù unrezh kenheuilh un anadenn, sk. : trovezh 1 s lamm bizig un eurier kouarz. 2 Padvezh ret d'ur braster war zigresk argemmvac'hel evit bezañ direet d'an hanter eus e werzhad kentañ ; h. skinoberiek (Gl. d.-v. radioactive), padvezh ret d'ur skinnukleid evit koll an hanter eus e skinoberiegezh ; h. bevoniel (Gl. d.-v. biologique), padvezh ret d'an hanter eus kementad un danvezenn ebarzhet en ur reizhiad vevoniel evit steuziañ ; h. gwerc'hek (Gl. d.-v. effective), padvezh ret d'ar c'hementad eus un izotop skinoberiek bezant en ur reizhiad vevoniel evit bezañ direet d'an hanter dre berzh sammad an digevanañ skinoberiek hag an ezvevennañ bevoniel desellet ent arnesadek evel argemmvac'hel .
NOTENN : Dre reolenn ez arverer al lostger -el da sevel an adanvioù o verkañ ar sell diouzh an erdal (sl. La-05 67 hh.). An damant d'ar skañvder eo a reas disteurel hanterhoali skinoberiegezhel ha tremen gant hanterhoali skinoberiek.