Ardivink amkanet da imbourc'hiñ astennded ar gwelvaez (sl. champ visuel), lies rizh anezhañ : p. Landoolt, p. Magitot, p. Goldmann ; hemañ diwezhañ o c'hoarvezout eus ur gouc'hell ma steud ar gouziviad diouzh ar c'hreiz anezhi tra ma loc'h poentoù luc'h war argev ar gouc'hell.