Furm amgalonennfo henek, naouus dre devadur sac'h an amgalonenn (troc'hamgalonennfo, Gl. pachypéricardite), a ya d'ober ur grogenn stirek pe karnek, razekaet a-wechoù, anenn, o vac'hañ ar galon, o tiaezañ he loc'hadoù hag o tec'han ur skorted kalon, gant uswask gwazhiennel, torliñv muiek, usvent an avu (gaougirroz amgalonennien, sl. pseudocirrhose péricardique), dulaz, dardennad gwazhiennoù ar c'herc'henn, gouliñv an divesker ; arbenn pennañ an a.a., gwechall an dorzhellegezh, zo hiziv ar c'hankroù ; ar prederiadur nemetañ eo ar c'halonezglenañ (sl. péricardec-tomie, symphyse cardiaque).