1 Mod imbourc'h klinikel o c'hoarvezout a zec'han stenioù 'zo dre skeiñ gant ur biz (kiziata kentizhek) war ul lec'h savelet eus ar c'horf evit anaout stad ar parzhioù danloet ; peurliesañ e toder ur biz eus an eil dorn etre amwiskadoù ar gouziviad hag ar biz o skeiñ (kiziata handizhek) ; kiziata diac'hinek (Gl. percussion paradoxale) a reer eus heklevusted ar bruched agevret gant ronkoù stank, anadenn a stader e gouliñv lemm ar skevent (sl. oedème pulmonaire). 2 Doare merata, anezhañ ul lerc'hiad tosoù gorre pe zon graet gant ar bizied (biziata), gant ribl ahelmo an daouarn pe gant ar meilh dorn, arloet ouzh ar parzh korf a venner leuñviñ ; gwerediñ a ra war ar c'hroc'hen pa vez an embreg renet skañv, war ar c'higennoù pa vez renet don (sl. La-18 233).