Peptid bet dizoloet e 1988 en empenn (alese e anvad) ar moc'h ha borc'het dreist holl gant kelligoù kaher ar c'hofigoù ; dindan imbourc'h emañ an dezventañ anezhañ e-keñver deznaouiñ hag erdebiñ ar skorted kalon : arouez houmañ e ve ur gwadvec'h BNP dreist da 400 pg/mL, tra ma ve reol ar gwadvec'hioù dindan 100 pg/mL (sl. natriurétique).