Organ gourevel an dezioulañ, an derodiñ hag an embarañ, loet a-us ar gousac'h ha dirak juntad ar c'haezour, ouzh e ober ar c'han troazh, ar c'horfoù sonnidik (keviaouek ha spoueek) hag ar vezenn, parzh pellek anezhañ, en he c'hern gwask diavaez ar c'han troazh o reiñ hent d'an troazh ha d'ar sper ; en dro d'ar c'halc'h ur c'holoenn groc'hen heloc'h, ar feur (Gl. fourreau), a anver beskenn ar rann anezhi o c'holeiñ ar vezenn (sl. copulation, corps caverneux, corps spongieux, éjaculation, érectile, gland, méat, miction, prépuce, scrotum, symphyse pubienne, urètre).