Bevastaler eus kerentiad ar β-laktamineier ; ar -laktamineier ; ar p. naturel, danzeet gant ul louedenn, Penicillium notatum, o piaouañ ur wezhusted enepbakteri bras kenan, in vitro hag in vivo, ouzh lies hadenn : (gant ur werc'hegezh a vui da lei) ar strepokok, ar pneumokok, ar stafilokok, ar gonokok, ar meningokok, garvevion ar breinged goüs, bazhell an difteriezh, an treponem gwelv ha foue 'zo ; ar p. damgevanaoz, harzusoc'h ouzh ar penikillinazoù (p. M : metikillin), pe ledanoc'h o skalfad, astennet d'an hadennoù Gram – (p. A, aminopenikillineier : amoksikillin, ampikillin) ; hiziv e vez rummet ar β-laktamineier etre -laktamineier etre penameier (penikillineier), penemeier, kefemeier (kefalo-sporineier), monolaktameier, oksapenameier (heuderioù ar β-laktamazoù).-laktamazoù).