Seurtad pemfiguz gwir o tarvezout en oad etre, naouus dre un dispuilhad gloevennoù liesment, dilaur, enno ul liñvenn melen-glein, dindano kroc'hen bonan, o c'holeiñ ar c'horf a-bezh, muiek er plegoù, astennet d'ar glaourgennoù (d'ar genoù pergen) ; gloevennoù o tisec'hañ hag o fregañ ; diwar an deroù e vez tizhet don ar stad hollek (terzhienn uhel, strafuilhoù koazhadel, treutadur) ; kleñved o tedreiñ etrezek ar marv dindan 6 da 12 miz.