Kleñved unanhangaeel ar juntad derm-epiderm, kroc'henad dibaot o tarvezout peurliesañ goude an oad a c'hwegont vloaz, naouus dre un dispuilhad debronek gloevennoù bras endan-ezkroc'hen, sklaer al liñvenn enno, o sezañ war ar c'hef ha tachadoù plegañ an izili ; steuziañ a ra ent emdarzh an anafoù a-benn un nebeut bloavezhioù ; anaez hiniennaet dre an hangaeouriezh : ar vezañs eus antikorfoù amredat (IgG dreist holl) oc'h erwezhiañ ouzh diazkennenn an epiderm ma furmont, gant ar glokaenn, gouzedoù hangaegemplezhioù ; ar re-mañ a adkaver e-barzh liñvenn ar gloevennoù hag a-wechoù er gwadveiz ; gwellaet eo bet an erdebad, arvarek bepred, bennozh d'ar c'haengurañ lec'hiek (sl. anticorps, auto-immune : maladie ∼, complément, complexe immun, corticothérapie, complément, complexe immun, corticothérapie).