Lienennoù o wareziñ parzh araok al lagad, ledekoc'h ar m. uhelañ eget ar m. izelañ ; pep malvenn zo ouzh he ober un talbenn gorre, kroc'henel, hag un talbenn don, kenglenel, o c'holeiñ migorn an tarz (TA tarsus palpebrae) ha lodenn valvennel kigenn gelc'hennek al lagad (TA musculus orbicularis oculi) ; war ar ribl rez anezho emañ ensteudet ar malgudennoù.