Seurtad trizomiezh ma vez loet ar c'hromozom dreistniver war an 13t re kromozomoù somatek, naouus dre gammneuziadoù liesel : ment vihan ar penn (korrglopennegezh), tal fleat, gaved isteñvek, boulc'h daoudu, fri arblat, divskouarn distoket, malvennoù kloz o kuzhat ur gorrlagadegezh hag ezreolderioù all eus an daoulagad, bizied distummet war bleg, angiomoù plaen, direizhoù nervel (ustant, glizi, labanded, kammneuziadurioù ar flugez, ar galon pergen ; dedreiñ a ra etrezek ar marv dindan 3 miz.