Rann eus an dentouriezh o plediñ gant gwiadoù gouskor an dant : askorn al logig, an diraskorn hag ar gwiad kenglenel en dro da wrizienn an dant.
NOTENN : Meur a gemmad zo bet en anvadurezh an elfennoù loet en dro d'an dant. An elfenn bet anvet a-raok PNA : Gl. ligament alvéolo-dentaire, périoste alvéolodentaire, desmodonte ha gant PNA : periodontium, zo arouezet gant TA : desmodontium. A du 'rall, gant TA e talvez desmodontium teskad ar gwiadoù loet etre an dant hag askorn al logig dant. E Frañs, e kendalc'her d'ober gant an termen kefridiel parodontie evel anv an arbennigiezh. Kinnig a ran reiñ Br. amzantenn da gevatal da TA desmondontium (sl. desmodonte).