Hormon polipeptidek borc'het gant an arskoedennoù, kalkiomwadvec'hius, gourzhaler ar c'halkitonin ; e roll eo arwastadiñ feur ar c'halkiom er bevedeg ; gwerediñ a ra a) war an askorn p'en diounezer a-zoenadoù uhel, o teloezañ ar steuñvenn stank dre zilaoskiñ ar c'halkiom hag ar fosfatoù, b) war al lounezh, dre vuiaat an troazhvec'h fosfatoù ha leiaat an troazhvec'h kalkiom, c) war ar pervez, dre vuiaat sugerezh ar c'halkiom ha, damasur, ar fosfatoù ; dasperzhiañ a ra ivez e gwerederezh ar vitamin D hag, a du 'rall, en arwastadez ar pH dre azderc'hel an ion H + (sl. calcitonine, cholé-calciférol).