Aoz ur bevedeg o trigañ war c'horre pe e diabarzh ur bevedeg all, an danvevad (sl. hôte) ; kemm a lakaer etre 1) gwirarvevadezh (Gl. p. vrai), pa emvag an arvevad diwar goust an ostiz, da skouer an helmint, an hakrez, ar garvevion kleñvedus, 2) kedvevadezh (Gl. symbiose) pa vez kempouez stabil etre arvevad ha danvevad, an eil o c'hounit korvo gant egile (sl. microbiome), 3) gaouarvevadezh (Gl. pseudoparasitisme), pa drig an arvevad en danvevad dre zarvoud, dinoaz ha digorvo, evel garvevion 'zo er fri pe er genoù.