(Bevoniezh) 1 A-zivout ur bev oc'h emvagañ diwar goust ur bev all. 2 Hinienn (loen, struzhenn pe bakterienn) o vevañ, e-pad he hoali a-bezh pe un darn anezhañ, diwar goust un hinienn a spesad all en ur zarallañ alies yec'hed houmañ ; a. an den : protozoed (amoeb, tripanozom, plasmodiom), preñved (plat ha ront, sl. Helminthes), artropod (c'hwen, laou, louezaeed, tarlask, moustiked), ar re-mañ o trezougen kleñvedoù liesseurt (paludegezh, bosenn, tifuz, h.a.) ; diforc'hiñ a reer an amarvevaded (Gl. ectoparasites), o vevañ war c'horre korf an danvevad hag an enarvevaded (Gl. endo-parasites), o vevañ e diabarzh bevedeg o ostiz (sl. hôte, La-09 168 § 122).