Preder

Geriadur ar vezekniezh

paranoïaparanoiaparanoia g.

Termen gresianek amprestet en 19t kantved gant e ster orin “diboellegezh, follezh", bet spisaet ha strishaet e erdal bep ma tiorree ar vredvezekniezh : abaoe deroù an 20t kantved e reer p. eus an ambrenoù reizhiadek divrall hep disleberadur eus ar meiz ; hiziv ez arverer kentoc'h paranoiak da aroueziñ, evel adanv, ur psikoz dibarek, evel pennanv, ar gouziviad anezhañ (sl.  para-noïaque : psychose ).

Kent War-lerc'h