Preder

Geriadur ar vezekniezh

paralysie ou myopathie pseudohypertrophique type Duchenne, maladie de Duchennepseudohypertrophic muscular paralysisseizi pe miopatiezh gaouusteñvel rizh Duchenne, kleñved Duchenne

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, furm gahernaoued kentael argammedek (sl.  myopathie primitive progressive) o teraouiñ er vugeliezh a-raok ar 5t bloaz, gant ar baotred peurliesañ, dre an izili traoñ ma vez masklet isteñv ar c'higennoù hag angrizad ar stirennoù gant un dispakadur behinstirek (gaouusteñv kigennoù ar c'hof gar, ar c'higennoù gevell ha kigennoù gouriz an ezel traoñ), oc'h aloubiñ da c'houde kigennoù an izili krec'h ; alies e stader war un dro tizhadur ar c'haker kalon, direizhoù gwazhiedloc'hadel hag osteoporoz ; ent argammedek e tedro ar c'hleñved etrezek an nammded klok ha darvezout a ra ar marv dindan 5 da 15 vloaz dre ur poreadur daskerzhat pe ar skorted kalon.

Kent War-lerc'h