Digeriñ ar c'holon ouzh kroc'hen ar c'hof war-benn reiñ hent d'an oulennoù evit an darn vuiañ pe en holl ; an holl barzhioù eus ar c'holon a c'haller adforzhañ ouzh ar c'hroc'hen, koulskoude an teir sez pennañ evit ar c'holonadforzhañ zo ar c'holon sigma (kolonadforzhañ a-glun kleiz pe kolonadforzhañ sigma), ar c'holon treuz (kolonadforzhañ treuz), ar sac'henn (kolonadforzhañ sac'henn, sac'hennadforzhañ) ; komz a reer eus kolonadforzhañ diadu pa vez digoret kostez ar vouzellenn hep serriñ an oaled, gant amdreugañ darnel an oulennoù ; eus kolonadforzhañ diabenn pa vez skarvet lodenn grec'h ar vouzellenn ouzh ar c'hroc'hen hag ezvenet al lodenn draoñ (pa ambider ar youlc'h) gant amdreugañ hollel an oulennoù ; diabenn e vez bepred an adfraezh garbedenn, da heul youlc'hezvenañ.