Preder

Geriadur ar vezekniezh

paralysieparalysis, palsy1 seizi g. 2 peluz g.

1 Leiâd pe steuz al loc'hañ ; hervez lec'hiad ha derez ar seizi e komzer eus ledseizi (Gl.  hémiplégie) , treuzseizi (Gl.  paraplégie) , unseizi (Gl.  monoplégie), gouseizi (Gl.  parésie). 2 Steuz al loc'hañ forzh pe arbenn a ve dezhañ.

NOTENN : Ent resis, ez arverer Br. seizi da verkañ strafuilh al loc'hañ diwar un tizhad a 'n nervreizhiad, Br.  peluz pa vez un arbenn all da strafuilh al loc'hañ, da skouer e tro steuz al loc'hañ a orin bredel, evel ar peluz darfellel (Gl.  paralysie hystérique).

Kent War-lerc'h