Kroc'henad naouus dre ur strafuilh eus furmidigezh ar gornhaen ; 1) p. pitiriazizvanek (Gl. p. pityriasiforme, Sz. pityriasiform seborrheic dermati-tis), seurtad ekzematid o sezañ war an divesker, dreist holl teuc'hellek, anezhañ plakennoù roz pe arvelen, warno gourc'hennoù bihan, unhaenek ; 2) p. psoriazizvanek (Gl. p. psoriasiforme, Sz. psoriasiform seborrheic dermatitis), seurtad ekzematid o sezañ war ar c'hef ha gwrizienn an izili, nes d'ar p. pitiriazizvanek, gant plakennoù rusoc'h, direoliekoc'h, goloet gant gourc'hennoù paotoc'h, gwenn, lavnennek, lieshaenek (sl. eczématide, pity-riasis, psoriasis).