Preder

Geriadur ar vezekniezh

paraffine, alcaneparaffinparafin g., alkan g.

Anvad genadel an hidrokarbidennoù peurvec'h a zelun hollek CnH2n+2, aozadoù bevel, ankediedik pe dost, dourlez ha lenkraus ; oberiet e vez meskadoù a zo o c'hantalc'h diouzh hed ha kenfuilhadur ar molekul ; er vezekniezh e reer gant daou veskad : an eil, sonnenn wenn o teuziñ e tro 50°C, a zanvezer er wiadoniezh evit entoueziañ tammoù gwiad a-raok o zellennañ, egile, an eoul parafin (Gl.  huile de paraffine, Sz.  mineral oil, liquid parafin), ansugadus gant glaourgenn ar pervez, a vez arveret evel laoskuzenn flour (sl.  inclusion, laxatif).

Kent War-lerc'h