Preder

Geriadur ar vezekniezh

pandémiepandemia1 hollreuziad g. 2 bedreuziad g.

1 Treled ur pore d'an holl dud pe dost eus ur vroezenn ledek pe ledekoc'h. 2 Treled ur pore astennet d'ar blanedenn a-bezh.

NOTENN* : Kent ar 4 mae 2009 e kaver an despizadur-mañ war load an ABY : “Ur bedreuziad grip a c'hoarvez pa anad un isrizh viruz nevez hep ma ve den ebet gwarezet dioutañ. Lies darreuziad a c'hell kregiñ en ur ser er bed, o tevoudañ un niver bras a zegouezhioù hag a varvoù.” Goude an deiziad-se, n'eus ket mui anv a gleñvel nag a vervel. Ne chom nemet an treled er bed a-bezh.

Kent War-lerc'h