Preder

Geriadur ar vezekniezh

pancréatitepancreatitisilgreizfo g.

Tanijenn lemm pe henek an ilgreiz ; an i. lemm pe gourlemm, e dianlen emgoazhañ ar wagrenn, anvet ivez drama ilgreizel Delafoy pa zedroe gwechall d'ar marv dindan un nebeut eurvezhioù pe un nebeut devezhioù, a bareer hiziv en un degouezhioù dibaot bennozh da galvezderioù an defraouiñ ha d'ar surjianerezh pa vez kiriek ar c'hrouanegezh vestlel ; an i. goulemm, ken dramaek all en e zeroù, o tedreiñ gorrekoc'h dre zidorroù hag adfeilhoù etrezek an i. henek, naouus dre an treutadur herrek, an asikted, dardenn ar gellenn vestl ha strafuilhoù koazhadel diwar skorted an ilgreiz.

Kent War-lerc'h