Pore devoudet gant ur spesad hematozoed, ar Plasmodium, enkoret dre flemmañ gant parez wadezat ur moustik eus lies seurtad anofel (Anopheles maculipennis pergen) ; div furm a ziforc'her : 1) ar baludegezh ennervezh (Gl. paludisme d'invasion), oc'h erzerc'hañ etre 10 ha 15 devezh goude an erialadenn dre un derzhienn diastal pe spanaus, bestlus a-wechoù, heuliet gant gwaskadoù arreat ma c'hoarvez kridiennoù feuls, terzhienn da 41°C ha c'hwezennoù puilhek ; 2) ar baludegezh flugezel dedroat (Gl. paludisme viscéral évolutif), oc'h anadiñ en ezvezañs prederiadur ha gant an dud aderialet, naouus dre un amwad grevus (betek 1 milion a hemati), ur felc'h ec'honek en ervez da fregañ, daralladur ar stad hollek, livegadur, terzhienn direoliek ha, d'ar par pellañ, ar fallezh paludel (Gl. cachexie palustre) ; gant ar Plasmodium falciparum pergen e stader rouestladoù : terzhienn vestlus troazhhemoglobinek (sl. fièvre bilieuse hémoglobinurique), terzhienn c'hanas (sl. fièvre pernicieuse) ; broreuziadek eo ar baludegezh er rannbarzhioù tomm, en he ardizh emañ e-tro 40 % eus poblañs ar bed hag unan eus kentañ arbennoù marvelezh ; ent klasel, e tiounezer ar c'hinin hag an eneppaludeier kevanaoz evel liaoù ergurañ ha kurañ, nemet ez eo aet ar Plasmodium harzus outo, saviad war c'hrevusaat hemañ na vo eilpennet nemet pa vo bet dizoloet liaoù nevez ha dreist holl dewerc'het ur vaksin.