Kleñved naouus, ent neuziadurel, dre usteñv ha krommadur pezhioù 'zo eus an atel endra chom bonan an eskern kefin, ent klinikel, dre zisneuziadur ar c'horf : eskern kitern usteñvek, eskern morzhed ha skinoù krommet, lestr arfrank, brusk arblat, rakwar, azluniadur ar gwiad askorn dre vuiaat an askornloezañ kevredet gant un askornbarañ antrevnek, uswazhiedegezh ar gwiad askorn, laurioù artroz, gwadusvec'h ar fosfatazioù alkaliek ha bezañs hidroksiprolin en troazh ; dianav e chom arbenn ar c'hleñved.