Preder

Geriadur ar vezekniezh

ozone, trioxygèneozone, trioxygenozon g., trioksigen g.

Seurtad polimer allotropek an oksigen, a zelun O; en aozioù ordinal ez eo an o. un aezhenn frondus a livrezh glas ; distabil, ez ec'haoz o treiñ e dioksigen O₂ hag en oksigen unatomennek O ; hemañ, kediedik kenan, zo furm oksidusañ an oksigen, en araez da zispenn an danvezennoù bevedel (kaoutchoug, livuzennoù ha gwiadoù bev) ; arveret e vez an o. er greanterezh evel gwezher gwennañ, er vezekniezh evel bakterilazh (ozongurañ, Gl.  ozonothérapie) ; furmet dre wered al luc'hed hag ar fuladoù tredan, ez eo bezant an O3 a feurioù izel (4/1014 molekul) en aer a analomp ; douesoc'h e gwiskadoù uhelañ ar stratosfer (1/1011 molekul) ma ampar ar “gwelead ozon” o lugañ skinadoù an heol etre 200 ha 300 nm trohed, e tenn da baotaat er gwiskadoù izel gant niver ar c'hefluskerioù dre vloskañ ; sellet e vez evel dañjerus evit ar forzhioù analañ pa sav e aervec'h dreist 1/107 molekul

P

Kent War-lerc'h