Elfenn gimiek niver tolz 16, niverenn atom 8 (8 elektronenn en dro da zerc'han an atomenn), arouez O, dazgweredus kenan, en araez da gediañ gant hogos an holl elfennoù kimiek ; kedrann eo an elfenn oksigen er c'horfoù pur oksigen (pe, spisoc'h, dioksigen) (O₂) hag ozon (O3) ; aezhel en aozioù ordinal, ez eo an O₂ unan eus parzhiadoù pennañ an aer ha gantañ e vez ur roll a bouez en anadennoù oc'h amplegañ analerezh ar bevion.