Stroll steroidoù borc'het gant tachad hordennaouek ar gaenuslounezhenn, naouus dre vezañs un oksigen lenet ouzh 11t karbon ar graoñell steroidel, ouzh e ober ar c'hortikosteron, an 11-dehidrokortikosteron, ar c'hortizol (pe hidrokortizon pe 17-dehidrokortikosteron), ar c'hortizon (pe 17-hidroksi-11-dehidrokortikosteron, hormonoù holl a vez ganto gweredoù war ar c'hennevid : treuzfurmiñ proteinoù ar gwiadoù e glikogen ha lenañ hemañ ouzh an avu, muiaat ar gwadvec'h glukoz ; blivaat eznevid ar protid ha devoudañ isteñv an organoù limfoidel hag isriñv al limfokit, isteñv ar c'higennoù hag an osteoporoz ; strafuilhañ kennevid al lipid (muiaat ar gwiad behinel) ; skoilhañ ouzh furmidigezh an antikorfoù ; arveret e vezont er yac'hadouriezh evit o gwered galloudek enepfo hag eneballergek ; ezvevennañ troazhel an 11-o bloc'hel zo etre 8 ha 15 mg dre 24 h gant ar gwaz, etre 5 ha 10 mg gant ar vaouez ; ezvevennañ troazhel ar 17-OH kortikoidoù zo etre 4 hag 8 mg (e rezh kortizol) dre 24 h gant ar gwaz, etre 2 ha 5 mg gant ar vaouez (sl. corticosurrénal : hormones ∼eses).