Furmiñ ar vigelligoù, lies lankad ouzh e ober : er vierez, ez emrann ar vongellig venevel (kentvi pe ovogonienn) o tec'han an ovokit a gentañ urzh, diploidel ; kreskiñ a ra ar re-mañ, karget gant kadoan magus, azviñ ha, dre ur meioz, dedaoliñ an ovokit a eil urzh (haploidel) ; emrannañ a ra ar remañ d'o zro ha dedaoliñ ar vigelligoù.