Anaez ganedigel ha hêrezhel, naouus ent neuziadurel dre un astenn askornaat eus speur diabarzh kavenn an daboulin (penntir) o vont ent argammedek betek klaviañ arc'hwelerezh ar stleug, ent klinikel dre zedro argreskus ur vouzarded daoudu, a-wechoù gant bouderezh ; tizhet e vez ar merc'hed dreist holl, ar c'hleñved oc'h anadiñ d'ar gaezouregezh hag o c'hrevusaat da geñver pep bec'hiegi.