Preder

Geriadur ar vezekniezh

otiteotitisskouarnfo g.

Tanijenn lemm pe henek ar skouarn ; lies seurtad a zeskriver : 1) s. diavaez (Gl.  o. externe), tanijenn ode diavaez ar c'hleved ; 2) s. diavaez gourc'hennus (Gl.  o. externe desquamative), anaez an ode diavaez hag an daboulin naouus dre ur gourc'hennañ paoterek hag ar furmiñ stevioù epidermel don, pegus, en araez da zarallañ ar c'hleved ; 3) s. diabarzh (Gl.  o. interne), tanijenn kentael pe eilvedel ar skouarn diabarzh ; 4) s. milendallel (Gl.  o. labyrinthi-que) (sl.  Ménière : maladie pe syndrome de ) ; s. krenn (Gl.  o. moyenne), tanijenn kavenn an daboulin ; 5) s. krenn kendiñvus (Gl.  o. moyenne adhésive), skouarnfo krenn henek erzerc'h dre furmidigezh gwiad stirek, o tevoudañ heugennoù, trolern ha bouzarded ; 6) s. askornspoueek (Gl.  o. ostéospongieuse), skouarnfo krenn henek o tizhout ar vaouez da vare ar gaezouregezh ageñver gant miarc'hwel an arskoedennoù, naouus dre ur vouzarded daoudu kentrat ; dedreiñ a ra dre resmiadoù askornfo o wazhañ speur ar milendall ; 7) s. levrglaourek (Gl.  o. séromuqueuse), naouus dre ur fennad e-barzh ar skouarn grenn kuit a nep arouez poreadur lemm.

Kent War-lerc'h