Sarkom evodet diouzh ar gwiad askornbarañ, a zeskriver tri seurtad anezhañ hervez e boent deraouiñ : 1) o. kreizel pe diarvelel, o kregiñ er mel hag o tispakañ e-barzh talpennoù an eskern hir hag e gwiad spoueek an eskern all ; 2) o. trobarzhel pe amaskornennel, o tispakañ dreist holl e par an treuzennoù diwar goust talbenn don an amaskornenn ; 3) o. araskornel, evodet diouzh talbenn diavaez an amaskornenn ; hervez tued loezañ pe dedaoliñ ar c'hankr e reer kel eus sarkomoù askornloezus hag eus sarkomoù askorneiat (sl. ostéochondrosarcome).