Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, erzerc'h adal ar bugelvezh kentañ, naouus dre vreskted an eskern, ar re-mañ o terriñ diwar an disterañ horos, dre danavadur an eskern plat (distummadur ar c'hlopenn), livrezh glas al lersaeoù, a-wechoù strafuilhoù klevedel hag enborc'hadel ; kizañ a ra peurliesañ ha steuziañ d'ar c'hrennoad ; anezhañ an 90 % eus degouezhioù an askornbarañ diglok (sl. fragilité osseuse héréditaire, Van der Hoeve et de Kley : triade de ∼ ).