Preder

Geriadur ar vezekniezh

ostéoporoseosteoporosisaskornrouezad, osteoporoz g.

Tanavaat anneuenn broteek an askorn, erzerc'h, ent klinikel, dre laurioù (dreist holl e par al livenn vrusk-dargreiz, sez choukadur ar melloù), an andrafted, distummadurioù hag, a-wechoù, torroù a 'n eskern ; ent skinourel, dre sklaerded skeudenn an eskern, anatoc'h o c'hourzadoù eget en eskern bonan ; ent wiadurel, dre ledanaat kavennoù ar mel ha skoanadur ar c'hourzadoù ; e dianlen strafuilhoù kennevid ar protid dreist holl e vez an a. : 1) skorted an enankañ pe ar sugañ : a. dianvizpaouezel, a. kozhiadel, a. an anaezioù koazhadel (kreuzezvenañ, kirroz, druzoul hennadek), a. an diabet, a. an hemokromatoz ; 2) reñver an ec'hankadoù : a. kleñved Cushing, a. kleñved Basedow, a. diwar diounezadur hirbad kortikoidoù, a. da heul diloc'hekaat (sl. fragilité osseuse héréditaire, ostéopénie, ostéo-densi(to)métrie, ostéomalacie, ostéoporomalacie).

Kent War-lerc'h