Anaez hêrezhel treuzkaset er mod enkilek pe trec'hek, oc'h erzerc'hañ abred pe abretoc'h, naouus dre un douesadur an eskern daskenek e zerez hag e astennded, o varrañ kavenn ar mel, o tistummañ an eskern hag ouzh o breskaat ; da wikefre dezhañ ez eus un direizh a 'n osteoklaziñ ; er furmoù grevus e stader dallentez ha bouzarded dre amwask an nervennoù hag un amwad argreskus ha marvus dre zistruj mel an eskern pe dre wadloezañ felc'hel.