Marv kelligoù an askorn diwar ameroueriañ, o tedreiñ etrezek pe distruj diwezhel an askorn, pe deloezañ ar gwiad marvennet hag an amsaviñ argammedek anezhañ gant ur gwiad nevezfurmet ; eilvedel e c'hell bezañ an a.a. d'un daraez, d'ar c'haengurañ, d'un enfroù aezhel (kleñved ar c'haelogoù), hematiel (drepanokitoz), kelligel (kleñved Gaucher), pe kentael diwar un tromboz pe da heul korrzaraezioù arreet ha korrdorroù darvezet e tiriadoù hanbarek (penn ar paler, penn pe skodennoù an askorn morzhed, askorn fer) (sl. aéroembolisme, Gaucher : maladie de ∼, ostéochondrite, ostéochondrite).