Anaez dibaot an arzoù (ilin, glin) naouus dre zarallad an irgenn, hemañ o tevaat, o vont bodennek hag o treiñ en ozvennoù migorn a gouezh e-barzh kavenn an arz ma askornaont (osteokondromoù) ; al lamidigezh anezho a barra ouzh un dedro etrezek an artroz ; ganti e kevreder an irgennezvenañ war-benn hepkoriñ an adfeilhoù.