Preder

Geriadur ar vezekniezh

ostéite ou ostéose fibrokystiquefibrocystic diseaseosteoz g. fibrokistek

Anaez henek e dianlen uc'harc'hwel an arskoedennoù diwar un adenom alies, naouus dre a) daralladoù askorn (dirazekaat strewek an atel, stirekaat ar mel ha dinodiñ kistoù liesel), ent klinikel : laurioù, torroù emdarzh, disneuziadoù eskern argammedek hag a-wechoù koeñvennoù askornek, b) grouanegezh razek al lounezh en ervez da furmiñ enni amsikadoù razek ha da zevoudañ ar skorted anezhi, c) a-wechoù, razekadurioù flugezel all (talmerennoù), strafuilhoù koazhadel, nervel, tizhadur ar stad hollek, d) un azoniad arskoedusvorc'hel : gwadusvec'h kalkiom ha fosfataz, gwadisvec'h fosfatoù, troazhusvec'h kalkiom (sl.  hyperparathyroïdie).

Kent War-lerc'h