Preder

Geriadur ar vezekniezh

oroticurieoroticaciduriatroazhorotikegezh b.

Bezañs trenkenn orotek en troazh ; t. hêrezhel, kleñved dibaot treuzkaset er mod enkilek aotozomek, erzerc'h adalek mizvezhioù kentañ ar vuhez dre un dilerc'hiñ savder-pouez, un asikted, un amwad islivel muiek hag ur megaloblastoz melel, kevret gant un diouladur a-vras a drenkenn orotek ; lodek eo houmañ er ristenn gennevidel a ya adalek an drenkenn aspartek betek enaoz an trenkennoù nukleek ; en orin ar c'hleñved e ve skorted an daou enzim o werediñ an eil war-lerc'h egile evit ec'haozañ an drenkenn orotek ; deskrivañ a reer un t. arzeuat gant dioulañ kevret orotidin 5-fosfat, devoudet gant diounezadur ur mitozastaler, ar 6-azaoridin.

Kent War-lerc'h