Kleñved dianav e arbenn, naouus ent neuziadurel dre an dinodiñ e-barzh ar behin drek-ampelenn eus ur gwiad stirek a 3 da 4 cm tevder astennet adalek an eil mellenn dargreiz betek penntir an askorn kroazell ; engronnañ a ra, hep o aloubiñ, al lounezhi, ar sanioù troazh, an aortenn, an talmerennoù aglun boutin, ar wazhienn gav izelañ hag, a-wechoù, gwazhiennoù ar gandedenn hag ar wazhienn borzh ; ent klinikel, dre zarallad ar stad hollek, tizhadur ar benvegad troazhañ (amwask ar sanioù troazh o tevoudañ lounezhfoeñv, poreadur, gwadusvec'h urea hag ar marv dre antroazh) hag arouezioù amwask ar gwazhied ; ergemennet eo bet ar c'haengurañ hag ar skingurañ ; e degouezhioù 'zo e ranker treiñ ouzh ar surjianerezh evit divac'hañ an organoù amwasket (ar sanioù troazh pergen).