Preder

Geriadur ar vezekniezh

organisme social ◊ ◊ aozadur g. kedvuhezel

E Frañs, rizh ensavadur o verañ ar goudor ouzh ar riskloù kedvuhezel pennañ evit al labourerion, dasparzhet ar re-mañ e lies hanren : a) tri hanren hollek : h. ar c'hopridi (Kedskor), an h. gounezel, h. al labourerion dizalc'h, b) hanrenoù dibarek damstaget ouzh ar C'hedskor (EDF, GDF, h.a.) ; c) hanrenoù arbennik emren (milourion, SNCF, RATP) ; hanrenoù diseurt (mezeion embregour, eilerion vezegel kenouestlet, h.a.) ; lies kef kretadurezh a ziforc'her : ar re a zo en o c'hefridi sammañ ar c'hleñvedoù, ar vammelezh, an divarregezh diouzh un tu, henadezh hag intañvelezh diouzh an tu all ; ar c'hefioù a bled gant an darvoudoù labour hag ar c'hleñvedoù micherel ; erfin Kef ar goproù tiegezh o talañ ar gouzeuladoù familhel.

Kent War-lerc'h