Preder

Geriadur ar vezekniezh

organiqueorganic1 bevel aa. 2 organel aa., anafel aa., naouedel aa.

1 (Kimiezh) a-zave da elfennoù o tont eus bevedegoù ; er pleustr, a-zivout an elfennoù a zo ar c'harbon kedrannat en o molekul. 2 A-zivout un anadenn e dalc'h darallad kleñvedel neuz un organ pe ur gwiad, sk. : sourr organel pe anafel pe naouedel ar galon (Gl.  souffle organique ou lésionnel du coeur), evel an hini a stader da heul un enkalonennfo ; a-gevenep, ur sourr arc'hwelel pe anorganel pe ec'hanafel (Gl.  souffle fonctionnel pe anorganique) zo un erzerc'had ezreol, kuñv hag eiltroüs diwar un direizh e gwerederezh un organ hep anaf dinoadus (sl.  anatomie pathologique, anorganique, fonctionnel, lésion).

Kent War-lerc'h