Elfenn gimiek, arouez Au, niverenn atom 79, niver tolz 197, metal melen, doues, goveliadus hag orjalennus, tredanreüs kenan, o venel andarall e hogos an holl veteier ; perzhioù eneppore zo gant an aour er stumm kolloidel ; diounezet e vez halioù aour a-hirbad ouzh al liesarzfo henek ; ur c'halvezder nevez e prederiadur ar c'hankroù dre ar skinoù α eo enteiñ er c'helligoù klañv nanorannigoù aour enklozet enno derc'hanoù aktiniom skinoberiek — dre ledanviñ e komzer a aour skinoberiek (sl. chrysopexie, chrysothérapie).