Michereg oc'h embreger an optometriezh.
NOTENN : Kevazañvet eo an optometriezh ha dastalet e vez briwerzhioù an optometrikourion d'ar c'houziviaded en un nebeut riezoù, evel Breizh-Veur hag Iwerzhon ; kevazañvet eo ar vicher met n'eo ket dastalet ar prederioù e riezoù all, en o zouez Denmark ha Spagn ; e riezoù all (Frañs, Belgia, Alamagn) n'eus na kevazañv na dastalañ. Merkomp neoazh ez eo aotreet bremañ e Frañs an optikourion da welandalañ o arvalion hep erskriverezh ur mezeg.