Kroc'henfo eritemgloevennel a stader goude un heoliadenn hirbad graet er pradeier, goude ur gouronkadenn pe ur c'hwezadur puilh ; kiriek e ve intridigezh ar c'hroc'hen gant ar c'hlorofill en ardizh al luc'h ; da arlenad e vez a-wechoù maelennoù livegat pe disliv.