Sun dastumet goude skejañ bolc'hennoù glas ur seurtad roz moc'h, Papaver somniferum, amparet gant 25 % alkaloidoù, gwezhus ent liael daou stroll anezho : stroll ar fenantren, ma kaver ar morfin (10 %), ar c'hodein (0,5 %), an tebain (0,22 %), ha stroll ar benzil-isokinoleinoù, en o zouez ar papaverin (10 %), an noskapin (6 %) hag an narkein (0,2 %) ; talvout a ra an opiom da zanvez krai evit oberiañ ar furmoù galenek (douhennadoù, poultr, tentur) ha darbariñ an alkaloidoù ; enskrivet war Listenn ar baderioù, e ro tro d'ur gaezhiadezh (dre euvriñ, dre zewentañ e rezh burezh diwar leskiñ) ; ent yac'hadel e vez danvezet evel bon da liaoù hezer, eneppaz, enepdarc'hoal hag enebandag (sl. médicaments soumis à prescription).