Preder

Geriadur ar verdeadurezh

lever
  • ~ du clapot & sevel saflik &
  • Un vent venant du large lève près de la plage du clapot et de petites vagues.

    Diwar an avel vaez e teu saflik ha gwag bihan tost d'an traezhennoù.

    En Manche, les courants lèvent souvent une mer difficile.

    E Mor Breizh e teu alies gwallvor diwar ar redennoù.

  • ~ l'ancre sevel an eor, dizeoriañ
  • Lorsqu'une ancre à bascule vient à chasser, il est improbable qu'elle recroche sans avoir été levée et dégagée.

    Pa zeu un eor gwint da arat, n'eus ket da c'hortoz ez adkrapo hep bezañ bet savet ha distrobellet.

  • "~ la patte" # naviguer sur une seule coque mont a-unkouc'h
  • Pour éviter que les coques d'un catamaran ne heurtent les vagues l'une après l'autre, on cherche à naviguer sur une seule coque, à "lever la patte".

    Evit mirout ouzh kouc'hoù ur c'hatamaran a dosiñ an eil war-lerc'h egile ouzh ar gwagennoù, e klaskor mont a-unkouc'h, eleze merdeiñ war ur c'houc'h hepken.

  • ~ un mât : (sl. guinder)
  • se ~ (en parlant d'un astre) sevel
  • En un point de latitude L, un astre fixe de déclinaison D constante se lève ou se couche toujours au même point de l'horizon (azimut Z avec le signe + au lever et le signe - au coucher). Ceci s'écrit :

    cos Z = sin D / cos L.

    Un astr diloc'h hag arstalek e ledkorn D, gwelet eus ur poent ledredel L, a sav hag a ya da guzh bepred en hevelep lec'h eus an dremmwel (azimut Z gant an arouez + evit ar sevel hag an arouez – evit ar mont da guzh) pezh a skriver :

    cos Z = sin D / cos L.

Kent War-lerc'h