br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Affect.Affekt.affect.kantaezad g.ls. :-où.

Nep stad kantaezel, poanius pe blijus, spis pe get, o c’hoarvezout eus un diskarg a-vloc’h pe eus un doniezh dre-vras. Hervez Freud ez erzerc’h pep luzad e daou were, gwere ar c’hantaezad ha gwere an derc’had.

Pouez bras en devoe keal ar c’hantaezad ken abred hag imbourc’hioù kentañ Breuer ha Freud war vredkur an darfell (Studien über Hysterie, 1895) ha dizoloadenn yac’hausted an dianerwezhiañ. Klask a raent orin an azon darfell en un darvoud daraezek na voe ket heuliet gant un diskarg kevazas (kantaezad gennet). N’eo nemet mar be azbevaet ar c’hantaezad e-ser ma’z eo kounaet an eñvorad e ve yac’haus ar gounadenn.

Diwar studi an darfell e tastum enta Freud ned eo ket ereet ar c’hantaezad dre ret ouzh an derc’had ; o disparti (kantaezad hep derc’had, derc’had hep kantaezad) a ro tro da bep hini da gaout tonkadoù disheñvel. Evit a sell tonkadoù ar c’hantaezad, “ez anavezan teir gwikefre : 1°  amdroadur ar c’hantaezadoù (en darfell amdreiñ), 2° treuzlec’hiadur ar c’hantaezadoù (er mac’hennoù), 3° treuzfurmadur ar c’hantaezadoù (en neuroz enkrez, er velankoliezh)” (Aus den Anfängen der Psychoanalyse).

Diwar neuze e tiverzer daou ziarsell en doare ma pleustr Freud war geal ar c’hantaezad : un diarsell deskrivadurel, oc’h ober anv hepken eus ar from o sevel da-geñver ur gantouezadenn ; un diarsell kementadel, o taveiñ da arlakadenn an annodiñ. Kemm a laka etre ar c’hantaezad evel devoud dangorel hag evel kementad gremm luzadel — ober a ra neuze gant an termen Affektbetrag (pegement kantaezad).

Evit Freud n’eo ket kantreizh komz a gantaezadoù diemouez. “Ur wech arvoustret, e chom an derc’had diemouez e-barzh ar reizhiad diemouez evel furmadur gwerc’hel, tra ma ne c’hell ar c’hantaezad bezañ eno nemet evel un egin n’en deus ket gallet diorren” (Das Unbewusste, 1915).