Dictionnaire de psychanalyse
Acting out. ◊ Agieren. ◊ acting out. ◊ darwezhiañ.
Termen arveret gant bredelfennerion ’zo da aroueziñ realoù dezho peurliesañ doare un darlusk em- pe allargadus, e disklot gant luskedoù boas ar gouziviad. E diflukadur an darwezhiañ e welont ar merk eus distro an arvoustred.
Mesket e chom tamm pe damm ar meizad a glasker aroueziñ dre an termen acting out (darwezhiañ) gant ar meizad a lakae Freud dindan an termen agieren (gweshaat, sl. MISE EN ACTE).
Ret eo merkañ ivez e vez alies troet acting out e galleg dre passage à l’acte ; hogen ar c’herienn-mañ a arverer ivez er vredvezegiezh evit aroueziñ oberoù darluskek, feuls, argadus, ar gouziviad o vont eus un derc’had, un tuadur, d’an ober end-eeun (er ster-se : mont d’an ober).